09/09/2013

Peseurt doare sonerezh ?

Ac'hanta selaouerien, mat ar jeu ganeoc'h ?

Ur sontadeg a gasomp da-benn war ar blog-mañ, deoc'h da laret deomp peseurt doare sonerezh a blijfe deoc'h klevet e-barzh Deomp De'i. Evit poent n'oc'h ket bet niverus o kas ho soñjoù deomp met dont a ra ar sonerezh Rock war-wel.
Evit ar sizhun kentañ, peseurt tonioù pe arzourien a blijfe deoc'h selaoù ?

Laoskit ur gemenadenn amañ-dindan gant anv ar ganaouenn pe an ton a blijfe deoc'h klevet ha skignet e vo e-barzh an abadenn da zont.

Ken 'voc'h lennet !

Katell ha Morgane

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire