20/12/2013

Lizhiri Nedeleg

Mil bennozh d'an holl re o deus kaset deomp o lizhiri d'an Tad Nedeleg.

Lennet e vint holl dimerc'her en abadenn Deomp De'i ha sur e vint klevet gant ar paotr barvek.

Souezhadennoù a vo da glevet en abadenn, dav chom war evezh !

Setu amañ dindan al lizheroù bet resevet ganeomp. Bep a brof a vo kaset d'ar re o deus skrivet.

Mersi bras neuze da Riwana, Tudual, Koulma, Camille, Aelig, Malo, Armel, Efflam, Mona, Milian, Ael, Jade, Mona, Soen ha Hugo !




Boulom kozh An Nedeleg,
Daou vreur ha div c'hoar eh omp : Riwana, 12 vlez hanter, Meriadeg, 10 vlez, Tudual 7 vlez ha Koulma 3 blez hanter. En ho kortoz eh omp get mall kar hiraezh hon eus da gaout ar profoù-mañ : ur blankenn surf evit Riwana, ur c'hastell lego evit ar baotred hag ur familh Barbi evit Koulma. Labouret mat hon eus er skol, bet hon eus bet ar rentiñ-kont notennoù hag evezhiadennoù mat 'zo bet. Pokoù bras deoc'h ha get ar blijadur d'ho kwelet. E ti hon tud-kozh e vimp noziad an Nedeleg. Joa




Aotrou Tad Nedeleg,

C’hoant m’eus evit  Nedeleg  ur poull-neuial braz en ma jardin evit kemer an amzer hag evit neuial, ur 
jardin brav evel hini ur roué peogwir brave o, un TNI( taolenn numerik), ur zoo barzh ma jardin.

Ken vioc’h linnet

Aelig



Tad Nedeleg,



Fur on bet e pad tout ar bloavezh ha bremañ eo tost fin ar bloaz, neuze Nedeleg, ha da Nedeleg e vez kaset profoù ganeoc' h. Neuze ' m eus c' hoant profoù :
paperioù canson a- bep seurt evit tresañ, ur geriadur brezhoneg- galleg hag un oto pellgemenned .


Trugarez vras !





Malo


                         Aotrou Tad Nedeleg,

Da Nedeleg plijout a rafe din kaout:
-ur volotenn melldroad eus ur c'hleub,
-romantoù
-ur vouest kapla
-ur Monopoly
                           Trugarez.Kenavo.
                          
                              Armel 




Aotrou Tad Nedeleg,

Seven ha fur omp bet, me hag Ael (war-bouez un nebeut devezhioù) e-pad tout ar bloaz. Neuze, evit Nedeleg hor befe c'hoant un naer mor hag ur « yeti » evit ober aon d'an dud ne blijont ket deomp (memes ma n'eus ket kalz a dud evel-se). C'hoant hor befe ivez ur c'harr-boutin nemet deomp evit nompas bale betek ar skol pe goulenn da tadig ha mammig kas ac'hanomp a-bep tu.

Ken vioc'h lennet

Milian hag Ael



                         Aotrou Tad Nedeleg,

Sioul on bet er bloavezh man, neuze, plijout arafe din kaout:


Ur c'hreion burzhudus evit nompas ober fazioù.
Ur veaj e Tahiti peogwir brav eo.
Farsoù peogwir plij a ra din c'hoarzhin.
Hag ur poull-neuiall prevez evit neuiall kalz.
                              

                              Trugarez dit.
                           
                                         Mona 









Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire