... ha verinoù kiwi fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !
Graet gant Katell ha Glenn
Hiziv e vo klevet skolidi skol divyezhek pouldavid o vezañ aterset gant Glenn evit gouzout penaos e ya en dro er ger gant ar vreudeur hag ar c'hoarezed...
A hend all e vo klevet tri ton : Jungledance tennet eus levr ar janglenn
An eil: Liliwood gant Prayer in C
An trede a vo ret deoc'h selaoù an abadenn dre ma ne 'z eo ket embannet war youtube, ur ganaouenn tennet eus albom nevez Jakez ar Borgne, ar ganaouenn a zo anvet un ton torr-penn.
Mod all e vo desket ur rekipe nevez ivez : Verinoù kiwi ha fourmaj gwenn gant bruzunoù spekulos !
Selaouit an abadenn a-bez en dro amañ !
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire