24/09/2014

Ar Rainbowloom gant bugale Diwan Banaleg,...

...stourmiñ a-enep d'ar vombezennoù chomet didarzhet hag ar wenanenn en abadenn Loeing Loen ! Gant Lou ha Glenn !

Adkavet e vo en abadenn: 
An atersadenn: Glenn a zo aet da c'houlenn digant bugale skol Diwan Banaleg petra e oa ar Rainbowloom...

Sonerezh: Un ton hag a lako ac'hanoc'h da zañsal : Kids eus ar strollad MGMT


Un eil : A wechoù e vezont ar gerent re war hor chouk... Jacques Dutronc gant "Fais pas ci fais pas ça"

Keleier ar vugale: Lou a gomzo deoc'h diwar-benn ar BASM ( Bombes à Sous-Munitions ). Bombezennoù taolet e-pad ar brezel o pal tarzhañ pa vezont kerzhet hag a gendalc'h da gloazañ miliadoù a dud goude ar brezel. Stourmet e vez er bed a bez a enep ha Lou a zisplego deoc'h penaos ha perak.

Loenig Loen: Abadenn Rozenn Tallek hag a vo kaoz eus ar wenanenn !

Selaouit eus an abadenn a-bezh amañ !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire