18/09/2014

Distro skol e Pleur ...

... mui un nebeud fedoù war an egor hag an douar hag ur rekipe evit fardañ kookiz smartiz !

Adkavet 'vo e-barzh an abadenn : 

Atersadenn: Glenn a zo aet daved ar re CM1/CM2 eus skol divyezhek Pleur evit gwelet ganto penaos e ya an distro skol.

Sonerezh: Cool kids gant Echosmith : a-wechoù e c'heller en em santout disheñvel eus ar re al, dreist holl ar vugale "kool", met kool hervezh piv? Bez kool hervezh da soñj dit te !








Keleier ar vugale: Un nebeud fedoù war an egor hag an Douar evel da skouer...
- Ne 'z eus avel ebet war al loar, ma rit un dresadenn war an draezenn e chomo e-pad milvedoù a bloavezhioù.
- Gellet a reer lammat 6 gwech uheloc'h war al loar.
- Un den hag a bouez 90kg war an Douar en do ur bouez 34kg war planedenn Mars a-blamm d'ar gravitelezh.
- Takenn ruz Jupiter a c'heller gwellet a zo ur gorventenn bras spontus hag a bad abaoe 300 vloaz zo.
- Ma c'hoarvez ur grenn douar e-kreiz ar mor e c'hell sevel gwagennoù divent hag a c'hell dour beuziñ kerioù a-bez. Anvet e vez ar gwagennoù se "Tsunami"

Selaouit an abadenn evit gouzout muioc'h diwar-benn an egor!


Selaouit an abadenn a-bezh en dro amañ


C'hoariit ganeomp: respontit d'ar goulenn evit gounez levrioù !!
Ar goulenn:

Ma vefer war blanedenn Mars, daoust hag e vefer pouneroc'h pe skañvoc'h ?


Respontit dindan ar pennad-mañ ha kasit deomp ho anv ha chomlec'h da deompdei(at)gmail.com


Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire