03/09/2014

Distro-skol Deomp De'i : ur sell war an hañv !

Ata selaouerien yaouank,

Brav eo bet an hañvezh ?

Setu distro ho abadenn muiañ-karet !!

Hiziv 'vo kaoz eus an hañv hag ar stajoù liesseurt a oa kinniget. Mont a rimp d'ober un dro betek Roazhon 'lec'h 'oa aozet ar c'hamp "I love Roazhon" e penn-kentañ miz Gouere. En ti-feurm e Ploneour Lanwern ez imp ivez hag echuet 'vo hon zroiad gant ur c'hamp surf e Kloar Karnoed.
Hiroc'h 'vo da glevet war ar vicher kazetenniñ ha war an doare d'ober surf.


Deoc'h da c'hoari :
Roit deomp anv tri loen hag a vev en tiez-feurm



Kasit ho respontoù deomp dre ar blog. Levrioù kaer 'zo da c'hounid, evit ar re vras koulz hag ar re vihan !


Pokoù start d'an holl ha kalon vat 'vit an distro-skol !

Katell ha Morgane

Selaouit an abadenn en-dro amañ !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire